dimanche 18 mars 2012

2012 - Not The End Of The World

 Er bloavezh 1992, da geñver emvod uhel ar Bed e Rio aozet gant UNO (Kevredigezh ar Broadoù Unantet), ur plac'h yaouank 12 bloaz he oad he deus gomzet dirak tud vras ar bed hag a oa aze da zoñjal da dazont an Douar. Hec'h anv oa Severn Cullis-Suzuki.

Ur plac'h kalonek eo, o komz he-unan hag o c'houlenn d'an dud vras da hastiñ buan 'vit cheñch an traoù, peotramant e vo kollet da viken plijadur bevañ war an douar gant ar vuhez, an anevaled, ar gwez hag al louzoù a zo ganeomp, hag a vo aet da goll. Kollet da viken evit hor bugale, hag evit bugale hor bugale...
"I am only a child," a laras dezho. "Yet I know that if all the money spent on war was spent on ending poverty and finding environmental answers, what a wonderful place this would be. In school you teach us not to fight with others, to work things out, to respect others, to clean up our mess, not to hurt other creatures, to share, not be greedy. Then why do you go out and do the things you tell us not to do? You grownups say you love us, but I challenge you, please, to make your actions reflect your words".


Severn hag a oa ur bugel, a zo-hi bremañ ur vaouez wirion. Chom a ra bepred er C'Hanada, ha nerzh enni da genderc'hel he stourm, hag a zo hor stourm...

It is not the end of the world... Trugarez da DJ Laurent Wolf evit e sonerezh !



Severn he deus aozet dek bloaz 'zo ar thinktank bet anvet The Skyfish Project. Ugent bloaz goude emvod Rio, petra 'zo bet graet ganeomp e gwirionez, nemet ar brezel en Iraq, ar petrol er mor hag an dour ken rouez da evañ ?

Yann, Soñjoù ar meilher.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Mon commentaire sur ton blog.