Ma! Cheñchet hag adkempennet pep tra, gourc'hemennoù. Brav a gav din an detenn-mañ, an doare c'hoari gant troioù-lavar ur yezh evit sevel skeudennoù souezhus er yezh all.
Trugarez, Olöf. Ya, aet oan bet skuizh gant stumm kentañ ma blog. N'ouzon ket hag ez eo gwelloc'h bremañ ! Laouen on da gompren e plij dit. Me 'gav pouezhus skeudennoù ur blog, memes ma 'z eo ur blog testennoù. E gwirionez e plij din "kan ha diskan" etre an destenn hag ar foto, etre ar brezhoneg, ar galleg, ar saozneg ha me 'oar, etre kanerien saoznek ar bloavezhioù 60 ha sonerezh vreizhek, etre ar gêr vras hag ar maezioù, etre elevez ha noazhded ar c'horf hag ar spered, hag all. An tuoù-kontrol hag enebiñ a ro nerzh, keta ? Yann
Ma! Cheñchet hag adkempennet pep tra, gourc'hemennoù. Brav a gav din an detenn-mañ, an doare c'hoari gant troioù-lavar ur yezh evit sevel skeudennoù souezhus er yezh all.
RépondreSupprimerTrugarez, Olöf. Ya, aet oan bet skuizh gant stumm kentañ ma blog. N'ouzon ket hag ez eo gwelloc'h bremañ ! Laouen on da gompren e plij dit.
RépondreSupprimerMe 'gav pouezhus skeudennoù ur blog, memes ma 'z eo ur blog testennoù.
E gwirionez e plij din "kan ha diskan" etre an destenn hag ar foto, etre ar brezhoneg, ar galleg, ar saozneg ha me 'oar, etre kanerien saoznek ar bloavezhioù 60 ha sonerezh vreizhek, etre ar gêr vras hag ar maezioù, etre elevez ha noazhded ar c'horf hag ar spered, hag all.
An tuoù-kontrol hag enebiñ a ro nerzh, keta ?
Yann
Gwir! Evel gwenn ha du, ha me oar... Avel vat gant pep tra, ha Diwali laouen - gouel ar gouloù e Bro-India (ha bemdez ganin).
RépondreSupprimer