dimanche 14 novembre 2010

Rennes, '60s

Er bloavezhioù '60 e voe dibabet gant Citroën aozañ uzinoù nevez-flamm e-kichen Roazhon e lec'h La Janais (Ar Vroenneg).



Ar c'harr kentañ bet produet aze a zo bet an Ami 6, pezh karr spontus ha trouzus. Goude-se eo bet ijinet ar memes karr e mod break, ar baradoz evit ar beizanted ! Aozet e Breizh, karget gant patatez Breizh... what else ?
Ar Meilher, Les pensées du meunier.

2 commentaires:

  1. What else indeed... Breizhmobile, un dra souezhus! Emaomp o c'hortoz ur c'harr-nij AirMorikaBus, emichañs, Rennes '10s, evit kenderc'hel an hengoun-se.

    RépondreSupprimer
  2. Kirri-nij a vez aozet e Breizh dija :emañ teir uzin Airbus (Naoned ha St-Nazer).
    Gwir, istor Airbus ha Nord-Aviation e Breizh a zo dedennus-tre. E Bouguenais e-kichen Naoned e voe aozet ar C'Haravell er bloavezhioù 60, da skouer.
    Marteze un istor-blog da zont ?

    RépondreSupprimer

Mon commentaire sur ton blog.